Envoyer à un ami

Changer la taille

  • 12
  • 14
  • 16
  • 18

Ecouter le texte

Connexion


Vous n'avez pas
encore de compte ?

Inscrivez-vous et personnalisez votre espace personnel en cliquant sur le lien suivant :

Créer un compte

LES CHAMPS LIBRESAr Maezioù Frank 3 aveadur sevenadurel

Ar Maezioù Frank 3 aveadur sevenadurel

Les champs libres - A. Amet ©

Ar Maezioù frank eo anv ur greizenn sevenadurel digoret e 2006, hag a stroll 3 c’hevrenn en-dro d’ur raktres boutin : ar sevenadur, ar skiantoù hag ar c’hevredigezhioù.

An teir c’hevrenn zo enno, al Levraoueg, Egorenn ar skiantoù ha Mirdi Breizh, o deus pep a istor e-barzh Roazhon, ha pep hini a arouez tachennoù bras eus ar ouiziegezh hag a veze pledet ganto a-unanoù betek-henn e politikerezhioù sevenadurel hor bro. Gant o dibarderioù hag o c’hefridioù dezho o-unan eo liesseurt, hep mar ebet, an traoù kinniget gant an diazezadur.

Strollañ anezho e-barzh ar Maezioù frank ha lakaat ar speredoù da labourat keñver-ha-keñver war gudennoù boutin a zle disoc’h gant gouiziegezh eskemmet evel biskoazh e bed ar sevenadur gall hag etrebroadel.

 

Mirdi Breizh

affiche - © musée de Bretagne

Mirdi Breizh eo ar pezh a vez anvet hiziv an deiz ur mirdi glad ha kevredigezh. Glad, rak dastum, mirout ha talvoudekaat a ra testenioù danvezel eus istor Breizh hag hec’h annezidi, adalek an orin betek an deiz hiziv. Kevredigezh rak bez’ ez eo ivez ul lec’h da brederiañ ar c’hudennoù a vremañ, sklêrijennet gant al labourioù graet nevez zo war an henoniezh, an istor hag ar skiantoù sokial.

Evel-se e kemer perzh ivez Mirdi Breizh el luskad da neveziñ ar mirdioù bras a istor hag a dudoniezh en Europa.

Un ensavadur skiantel eo Mirdi Breizh gant e bolitikerezh oberiant evit a sell an enklaskerezh hag ar prenañ, met un ensavadur sevenadurel eo ivez, gouestlet d’al ledañ skiant e-touez ar muiañ ar gwellañ a dud.

 

Mirdi Breiz - France 3 Breiz

Levraoueg

Perc’henn eo Levraoueg Roazhon Meurgêr war dastumadoù, zo ar re goshañ anezho eus an XIvet kantved. Dont a ra an danvez enni eus ar pezh a oa bet skrapet e-pad an Dispac'h Bras ha roet e oa bet bod dezhi e meur a savadur :  e Prezidial Roazhon (deuet da vezañ an Ti-kêr), er straed La Borderie da c’houde hag en Tachennoù Frank, en diwezh, abaoe miz Meurzh 2006.

    Levraoueg Roazhon Meurgêr zo enni c’hwech estaj tematek (Yaouankiz, Sonerezh, Skiantoù ha buhez pleustrek, Yezhoù ha lennegezhioù, Arzoù kevredigezh sevenadurezh ha Glad) hag ur greizenn gelaouiñ e hall an Tachennoù Frank, anvet egorenn Buhez ar geodedourien. Er 6vet estaj e c’haller sellet ouzh an teulioù a vez miret er magazennoù pe er sanailh ; rak perc’henn eo Levraoueg Roazhon Meurgêr war 500 000 teul a vez lakaet e-kerz al lennerien.

an aotomatoù a gomz brezhoneg

Levraoueg Roazhon Meurgêr, anezhi lec’h fiziad lezennel embannerien Breizh, zo dibar-kenañ he c’hefridi rak rankout a ra bodañ enni dastumadoù ken klok ha ma c’hall  diwar-benn ar rannvro (ha diwar-benn ar brezhoneg neuze).
Ul lec’h dibar eo Levraoueg Roazhon Meurgêr en Tachennoù Frank rak reiñ a ra an tu d’an holl implijerien da amprestañ ha da zaskoriñ an teulioù o-unan, en un doare emren ha kuzhut gant aotomatoù prestañ hag ur c’harousel. Gant ar re-mañ e vez « komzet » e-leizh a yezhoù, en o zouez ar galleg… hag ar brezhoneg ! Gallout a reer amprestañ pe daskoriñ teulioù penn-da-benn e brezhoneg neuze.

 

Egorenn ar skiantoù

Egorenn ar skiantoù zo ur gevredigezh, krouet e 1984 e Roazhon, hag ur greizenn rannvroel evit ar sevenadur skiantel, teknikel ha greantel he deus bet al label « Skiant ha Sevenadur – Neveziñ » digant ministrerezh an Deskadurezh uhel hag an enklaskerezh e 2008.Ar greizenn sevenadur skiantel, teknikel ha greantel ar muiañ darempredet eo e rannvroioù Frañs. Abaoe m’eo bet staliet er Maezioù frank he deus bet ur planetariom hag un arnodva skiantel evit ar vugale : Arnodva Marzhin.

Vers le haut

Commentaires

Pas de commentaire

Ajouter un commentaire


* - champ obligatoire

Venir aux Champs Libres

Adresse

10 cours des Alliés

35000 Rennes, France

Téléphone

02 23 40 66 00

Métro : Charles de Gaulle

Horaires

- mardi de 12h à 21h

- mercredi, jeudi et vendredi de 12h à 19h

- samedi et dimanche de 14h à 19h

- fermeture les lundis et jours fériés

Plan d'accès

 

Les Champs Libres sur les réseaux

Les Champs Libres sur les réseaux