Vous êtes ici : Portail des Champs Libres / Bretagne / Diskouezadegoù ha Gweladennoù heñchet

Gant an diskouezadeg "Furch-difurch" eo pedet an dud da welet an enklaskoù bet kaset da benn e-kerzh an ugent vloaz tremenet er pevar departamant a zo e Rannvro Breizh. Ouzhpenn studiadennoù ha furchadegoù graet a-nevez ha n’int ket bet diskouezet gwech ebet c’hoazh evit lod anezhe, e kaver amañ ivez an doareoù nevez ma sell ar skiantourien ouzh traoù zo hag a oa bet diskoachet pell zo. Heñchet e vefet gant an diskouezadeg eus donedigezh an dud kentañ da Vreizh war-dro - 600 000, betek an amzerioù tostañ, dre emdroadur an teknikoù, an doareoù soñjal ha lojeiz hon hendadoù o doa gouvezet en em ober diouzh ar cheñchamantoù hin pe politikerezh a zo bet a-hed hon istor.
d’ar Merc’her 1 ha 29 a viz C’hwevrer da 6e noz e mirdi Breizh !
Pellgargit testennoù an diskouezadeg Furch-difurch
Da c’houzout: Troet eo bet an diskouezadeg e brezhoneg gant Ofis Publik Ar Brezhoneg. An droidigezh-mañ e stumm ul levrig a zo da amprestañ dirak mont tre an diskouezadeg Furch-Difurch.
Gant an diskouezadeg-mañ e vez kinniget deoc’h istor Breizh eus ar ragistor d’ar 21añ kantved gant 2300 a draezoù diskouezet war 2000m2.
Ingal e vez kinniget deoc’h gweladennoù heñchet e brezhoneg gant mirdi Breizh. Ouzhpenn ober anaoudegezh gant an diskouezadeg er yezh-se, ar pal eo broudañ pep hini da sevel e vouezh evit kaozeal e brezhoneg diwar-benn an holl zanvezioù a vez pledet ganto hed-ha-hed ar weladenn. Da-geñver ar weladenn-se e vo bannet filmoù an diskouezadeg e brezhoneg.
Gweladenn heñchet d’ar 1añ a viz C’hwevrer da 18e, pad : 1e
Teiryezhek (brezhonek, saoznek, gallek) eo testennoù an 21 tem kinniget en diskouezadeg.
Le 22-05-2012
musée de Bretagne - Bretagne est Univers - niveau 1 à 18:30
avec Bénédicte Clavier, Solenn Leroux, Peggy Blondeau et Shantty Turck, Arcadia Schneider, Bruno Lesteven
Un récent basculement des cultures vestimentaires place désormais au premier plan des modes éthique...
Le 22-05-2012
Bibliothèque - pôle Musiques - niveau 2 à 19:00
avec Bèrtran Obrée et Erwan Bérenguer
Le Rennais Bèrtran Ôbrée explore l’univers de la chanson gallophone depuis 2000. Auteur, compositeu...
Le 23-05-2012
musée de Bretagne - Bretagne est Univers - niveau 1 à 17:30
visite en Breton
Après avoir fait la richesse de la Bretagne, le lin et le chanvre disparaissent peu à peu de nos ch...
Vos suggestions d'achat
Le blog de photos de Pierre de Vallombreuse
Photo de Bretagne, Saint-Malo ville corsaire par Jean Hervoche
Commentaires [1]
N'am eus ket komprenet toud met mat e oa memes tra.
Signaler un abus
Ajouter un commentaire