LES CHAMPS LIBRES Portail des Champs Libres Bretagne Levrioù
Levrioù
Mirdi Breizh
Mirdi Breizh en deus savet 2 gatalog diskouezadeg e brezhoneg.
Ar Seiz Breur, 1923 – 1947
Ar c’hrouiñ breizhek, etre chom giz kozh ha mont war-raok. Dindan renerezh Danièl Le Couédic ha Yann-Cheun Veillard. El levr-mañ ez eus ur cd sonerezh savet gant sonerien evel Paul Lamirault, George Arnoux ha Paul Le Flem.
Da brenañ en Encre de Bretagne e Roazhon, e 27,44 euro
Levraoueg
Dastumadoù

En adraoñ, e korn ar Yaouankiz, ez eo bodet an teulioù e brezhoneg gant ar c’hot 891.68. Eno emañ an albomoù, ar romantoù hag ar bannoù-treset ; er mezanin ez eus bet renket un nebeud geriadurioù ha teullevrioù er 491.68. Er 4e estaj, e korn ar Yezhoù hag al lennegezhioù, ez eus levrioù e brezhoneg er 491.68. Eno e c’haller teuler ur sell ouzh ar geriadurioù pe amprestañ hentennoù yezh, hag er 891.68 hag er c’hotoù da-heul e vez renket al levrioù c’hoariva, ar romantoù hag ar bannoù-treset e brezhoneg evit ar grennarded hag an oadourien. Er 6vet estaj, erfin, e korn ar Glad, ez eus un dastumad 12 000 teul diazez a c’haller kemer war-eeun diwar an astelloù. Oberennoù dave int, eus an dalc’had kozh, pe eus an dalc’had rannvroel ; hag ivez bannoù-treset, hag oberennoù diazez diwar-benn Breizh war holl dachennoù an embann, gant oberennoù e brezhoneg er 491.68 hag er 891.68 peurgetket. En dastumadoù miret er magazennoù ez eus bet kontet war-dro 8 000 teul brezhonek (levrioù ha kelaouennoù) ; en o zouez ez eus un toullad mat a oberennoù divyezhek. Ul lodenn anezho zo pezhioù pouezus eus istor ar brezhoneg, evel ar C’hatholicon (1499), Kollokoù Kiger (meur a embannadur adalek 1626), pe Barzaz Breizh, zo bet adembannet meur a wech abaoe 1839.
Egorenn ar Skiantoù

Egorenn ar Skiantoù he deus lakaet treiñ e brezhoneg 5 levr kinniget gant an embannadurioù Apogée. Graet eo bet al labour gant Ofis ar Brezhoneg.
- Ar gorilhed
- Ar mareoù
- An oabl gant red an amzer
- Koskoriad an heol
- Adalek ar Big Bang betek Hiziv
Da brenañ int e degemer ar Maezioù Frank, e 9,80 euro an tamm.
Venir aux Champs Libres
Adresse
10 cours des Alliés
35000 Rennes, France
Téléphone
02 23 40 66 00
Métro : Charles de Gaulle
Horaires
- mardi de 12h à 21h
- mercredi, jeudi et vendredi de 12h à 19h
- samedi et dimanche de 14h à 19h
- fermeture les lundis et jours fériés
Horaires d'été
- mardi au vendredi de 13h à 19h
- samedi et dimanche de 14h à 19h
- fermeture les lundis et jours fériés







Commentaires
Pas de commentaire
Ajouter un commentaire